Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sul 20 a viz Gwengolo er Roc'h Tredudon zo bet savet gant lod ouzh an dilennidi lec'hel.
Diffusé le dimanche 20 septembre 2026 à 7h32
Publié le dimanche 20 septembre 2026 à 7h32
Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sul 20 a viz Gwengolo er Roc'h Tredudon zo bet savet gant lod ouzh an dilennidi lec'hel.
Nav kumun zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar : Berrien, Boneur, Brasparzh, Brenniliz, Ar Fouilhez, An Huelgoat, Lopereg, Plouie ha Sant-Riwal. Ha bez ez eus maered parrezioù all hag a souten anezhe, evel Fulup Plouzane. Maer Komana 'zo o vont da vanifestiñ disul mintin da 10 eur e kroazhent ar Roc'h Tredudon. Un afer demokratelezh eo da gentañ penn hervezañ. "Ar c'humunioù o deus roet o ali, Park an Arvorig ivez hag ar C'huzul Rannvro evit lavar n'oant ket a-du. Neuze ma 'vez klasket memes tra lakaat 'an arrêté' se e pleustr e talv ne vez ket selaouet ali an dilennidi hag an dud dre vras."
"Da lâret eo mont war-gil ..."Ouzhpenn ar stumm d'ober ez eus kaoz eus an endro hag ar yec'hed pa 'vez komzet eus an nitratoù hag an niver a hañvouez aotreet da gas, pe get, er parkeier. "An nebeutañ a nitrat a vez ar gwellañ evit an dour. Pa 'ya an traoù war welaat e ranker lavar eo un dra vat. Met daoust hag-eñ e ranker neuze lakaat muioc'h en-dro ? Da lâret eo mont war-gil ..." Ar santimant o deus ar re a-enep an diviz-se, ne oar ket ar Stad petra zo d'ober. "Diouzh un tu klask gwellaat kalite an dour. Met diouzh an tu all e vez kemeret divizoù kontrol."
Sindikadoù al labour-douar, FDSEA ha JA, a zo laouen gant an diviz-mañ. Poent eo paouez gant ar reolennoù-se emeze, ha nompas kas hañvouez da rannvroioù all.
En françaisDes maires des Monts d'Arrée appellent à manifester ce dimanche 20 septembre matin à 10 heures au rond-point du Roc'h Tredudon. Ils s'opposent, avec le soutien d'associations, au déclassement voulu par l'Etat de leurs communes des zones vulnérables aux nitrates d'origine agricole. Elles sont les premières communes en Bretagne à en sortir, plus de 30 ans après leur mise en place. Ce qui veut dire des règles d'épandage de lisier assouplies.
Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel
Adresse e-mail (obligatoire)
Exemple : nom@email.com
En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.
Ho pugale pe ho mibien-vihan zo kroget gant ar brezhoneg ha c’hoant hoc’h eus da skoazellañ anezho ? Ur staj a vo aozet gant Ti ar vro Bro Kemperle d'ar Sadorn 10 e viz Here.
Il y a 20 h
D'ar Sul 27 a viz Gwengolo e vo dilennet an hanter eus ar senedourien. E-giz bep tri bloaz e vez votet gant an dilennerien veur evit dibab an hanter eus an 348 senedour. E Penn ar Bed, Il ha Gwilen hag Aodoù an Arvor 'vo dalc'het.
Le 21/09/2026
An dibenn-sizhun-mañ e vo aozet ul lid e brezhoneg e bro Belgia en enor d'un den eus Penn-ar-Bed marvet e 1915. Yves Marie Carval, ganet e Plogoff, a oa unan eus ar vartoloded breizhat a stourmas e bro Belgia e-pad ar brezel bed kentañ. Abaoe pell e oa e familh o klask lec'h resis e lec'h beziañ.
Le 19/09/2026
Digoret 'vo dorioù ur bern savadurioù d'ar Sadorn 19 hag ar Sul 20 a viz Gwengolo, evit devezhioù europead ar glad. Bez ez eus gweladennoù e-leizh kinniget er vro, e savadurioù publik pe prevez. Ha reoù 'zo 'vo kaset e brezhoneg. Evel e Kastell Paol, e bro Leon, e maner Kermoruz.
Le 18/09/2026