An dibenn-sizhun-mañ e vo aozet ul lid e brezhoneg e bro Belgia en enor d'un den eus Penn-ar-Bed marvet e 1915. Yves Marie Carval, ganet e Plogoff, a oa unan eus ar vartoloded breizhat a stourmas e bro Belgia e-pad ar brezel bed kentañ. Abaoe pell e oa e familh o klask lec'h resis e lec'h beziañ.
Diffusé le samedi 19 septembre 2026 à 7h32
Publié le samedi 19 septembre 2026 à 7h32
An dibenn-sizhun-mañ e vo aozet ul lid e brezhoneg e bro Belgia en enor d'un den eus Penn-ar-Bed marvet e 1915. Yves Marie Carval, ganet e Plogoff, a oa unan eus ar vartoloded breizhat a stourmas e bro Belgia e-pad ar brezel bed kentañ. Abaoe pell e oa e familh o klask lec'h resis e lec'h beziañ.
Ret eo bet ouzhpennañ ur c'hantved evit ma c'hellfe ar familh reiñ enor el lec'h emañ Yves Marie Carval o tiskuizhañ a-benn ar fin. Ganet e Plogoñv. Soudardet e oa gant an amiral Ronac'h e bro Belgia e-pad ar brezel bed kentañ. Marvet e miz Genver 1915. Hervez titouroù roet gant Koun Breizh e oa bet sebeliet gant e gamaraded e-pad ar vombezadeg, en ur poull toullet e-kichen al lec'h ma oa bet lazhet e Nieuport, nepell ouzh stêr Yser. Krediñ a reer e chom eno c'hoazh hiziv an deiz gant meur a vignon ha n'anavezer ket o anvioù.
Ar groaz vihan koad lakaet eno d’ar mare-se gant e vignoned a zo aet da get abaoe pell.
Ar familh, merc'h vihan Yves Marie dreist holl, he deus klasket ar bez. 85 bloaz a zo bremañ. Gant sikour Koun Breizh hag ar c'hannati, eo bet kavet al lec'h. Gant ar rouedad Ar Gedour e oa posupl kavout ur beleg brezhoneger a-vihanik evit mont eno ha kas al lid relijiel-mañ e brezhoneg penn da benn. Olivier Riaudel a zo ur beleg brezhoneger hag emañ o chom e bro Belgia. Ul lid e galleg hag e brezhoneg simpl ha fromus.
En françaisYves Marie Carval, né à Plogoff en 1889, était sous les ordres de l'amiral Ronac'h en Belgique pendant la Deuxième Guerre mondiale. Ses camarades l'ont enterré dans une fosse en 1915, avec une simple petite croix en bois qui n'a pas tenu longtemps. La famille a cherché le lieu exact de l'inhumation, notamment sa petite-fille âgée aujourd'hui de 85 ans. Grâce aux recherches de Koun Breizh, le lieu a été précisé. Et grâce au réseau Ar Gedour, un prêtre bretonnant a été contacté pour dire quelques mots dans la langue maternelle d'Yves Marie. La cérémonie a donc eu lieu ce samedi 19 septembre 2026 à Nieuport, 111 ans après le décès.
Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel
Adresse e-mail (obligatoire)
Exemple : nom@email.com
En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.
Ho pugale pe ho mibien-vihan zo kroget gant ar brezhoneg ha c’hoant hoc’h eus da skoazellañ anezho ? Ur staj a vo aozet gant Ti ar vro Bro Kemperle d'ar Sadorn 10 e viz Here.
Il y a 20 h
D'ar Sul 27 a viz Gwengolo e vo dilennet an hanter eus ar senedourien. E-giz bep tri bloaz e vez votet gant an dilennerien veur evit dibab an hanter eus an 348 senedour. E Penn ar Bed, Il ha Gwilen hag Aodoù an Arvor 'vo dalc'het.
Le 21/09/2026
Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sul 20 a viz Gwengolo er Roc'h Tredudon zo bet savet gant lod ouzh an dilennidi lec'hel.
Le 20/09/2026
Digoret 'vo dorioù ur bern savadurioù d'ar Sadorn 19 hag ar Sul 20 a viz Gwengolo, evit devezhioù europead ar glad. Bez ez eus gweladennoù e-leizh kinniget er vro, e savadurioù publik pe prevez. Ha reoù 'zo 'vo kaset e brezhoneg. Evel e Kastell Paol, e bro Leon, e maner Kermoruz.
Le 18/09/2026
| # | Наименование новости | Тональность | Информативность | Дата публикации |
|---|---|---|---|---|
| 1 | E brezhoneg : un stage ouvert aux parents ou grands parents d'enfants en bilingue pour s'entrainer aux bases de breton | 0 | 10.81 | 22-09-2026 |
| 2 | На Балтфлоте почтили память подводника Александра Маринеско | 0 | 0 | 15-01-2023 |
| 3 | E brezhoneg - "On va dans chaque mairie", dernière semaine de campagne avant les sénatoriales dans les Côtes-d'Armor | 0 | 10.09 | 21-09-2026 |
| 4 | E brezhoneg - Nitrates : des maires des Monts d'Arrée appellent à manifester contre le déclassement de leurs communes | 0 | 10.4 | 20-09-2026 |
| 5 | На Балтике воздали почести погибшим в годы Второй мировой войны морякам-балтийцам | 0 | 0 | 03-09-2023 |
| 6 | Мероприятия в честь 85-летия подвига Евгения Преображенского пройдут в Кириллове (6+) | 0 | 17.31 | 07-08-2026 |
| 7 | В Северодвинске почтили память подводников, погибших на подлодке "Курск" | 0 | 0 | 12-08-2020 |
| 8 | В Пензе почтили память моряков-земляков в День ВМФ | 0 | 19.41 | 26-07-2026 |
| 9 | На Балтфлоте в День моряка-подводника почтили память Героя Советского Союза Маринеско | 0 | 0 | 19-03-2021 |